An Inizi Eolian (Isole Eolie en italianeg; Ìsuli Eoli e Sikilianeg; Æoliae insulae e latin), anvet ivez Inizi Lipari, diwar anv an enezenn vrasañ, a zo un enezeg en norzh da Sikilia, e Mor Tirrenia. Dont a ra an anv diwar hini Aiolos, doue an avel. Un enezeg volkanek eo, lakaet war roll ar Glad bedel gant an UNESCO.